lundi 31 janvier 2011

Me gred e Doue (Credo)

Me gred e Doue, an Tad hollc’halloudek,
Krouer an Neñv hag an Douar .
Hag e Jezuz-Krist,
E Vab unganet hon Aotroù,
A zo bet koñsevet dre nerzh ar Spered-Santel,
Ganet gant ar Werc’hez Vari.
En deus gouzañvet dindan Pons-Pilat,
A zo bet staget ouzh ar groaz, marvet ha sebeliet,
A zo diskennet d’an ifernioù.
D’an trede deiz eo savet a varv da vev,
Pignet d’an Neñv
Hag azezet en tu dehou d’an Tad hollc’halloudek .
Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv.
Me gred er Spered Santel,
En Iliz santel, katolik,
E komunion ar Sent,
E pardon ar pec’hedoù.
Gortoz a ran adsav ar re varv da vev,
Hag ar vuhez peurbadel.
Amen !


ar Bater

Hon Tad, hag a zo en Neñv,
hoc’h anv bezet santelaet,
ho rouantelezh deuet deomp,
ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv.
Roit deomp hirio hor bara pemdeziek,
pardonit deomp hor pec'hedoù
evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhomp,
ha n'hon lezit ket da gouezhañ en temptatur
med hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet.

dimanche 30 janvier 2011

an Ave

Me ho salud Mari, leun a c’hras,
An Aotroù Doue a zo ganeoc’h.
Benniget oc’h dreist an holl gwragez,
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz !
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp, pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv.
Evel-se bezet graet !